Ar Wezenn Awalou (El manzano)
_________________________________

Kanomp peb ur ganaouenn broman war un ton trist
Koue'et eo ar we'enn awaloù er bla-man n'o ket jistr

Un noswezh glaw hag awel e-kreis mis Gwengolo
Eo digouezhet ur gwalleur war ar we'enn awaloù
Ur gwalleur'so digouezhet, o ya, war mamm ar jistr
Gou't a rit 'ta roulerien an dra-se a so trist

Kris ha kaled eo klewoud kontañ deus ar gwalleur
So digouhezhet an dreiz an deiz all en tu da draoù al leur

Houmaéñ oa ar c'haerrañ gwe'enn e oa bet'barzh ar vro
En doa laket alies kals a dud da gano

Da gano ha da zansal peb hini gis e vro
Me eo paotr Yann ar soner en eus bet graet va lod

Bet on bet pell diouzh ar gêr, bale dre av vroioù
Netra m'eus kawet gwelloc'h 'wid an donc awaloù

Chantons tous une chanson maintenant sur un air triste,
Le pommier est tombé cette année, il n'aura plus de cidre.

Une nuité de pluie et de vent au milieu du mois de septembre
Est arrivé un malheur sur le pommier.

Un malheur est arrivé, ah oui sur la mère du cidre ;
Vous savez bien, bons vivants, que cela est triste.

Il est cruel et dur d'entendre raconter ce malheur
Qui est arrivé l'autre jour, du côté de l'aire de battage.

Celui-ci était le plus bel arbre qu'avait connu le pays ;
Il avait bien souvent mis le monde à chanter.

A chanter et à danser chacun à la mode de son coin ;
Je sais Jean le sonneur, et j'ai fait ma part,

J'ai été loin de chez moi, j'ai parcouru les pays
Je n'ai rien trouvé de meilleur que le "jus de pomme".

Tri Martolod (Tres marineros)
______________________________

Tri martelod Yaouank
tra la la la digatra
Tri martelod Yaouank
o vonet a veajin

O vonet a veajin ge
o vonet a veajin
Gant'n avel bet kase
tra la la la digatra
Gant'n avel bet kaset
betek an Douar-Nevez

Betek an Douar-Nevez ge
betek an Douar-Nevez
E-kichen Meilh-ar-Wern
tra la la la digatra
E kichen Meilh-ar-Wern
o deus mouilhet o eoriou

O deus mouilhet o eoriou ge
o deus mouilhet o eoriou
Hag e-barzh a Veilh-se
tra la la la digatra
Hag e barzh a Veilh-se
e oa ur servijourez

E oa ur servijourez ge
e oa ur servijourez
Hag e c'houlenn ganin
tra la la la digatra
Hag e c'houlenn ganin
pelec'h hor graet konesans

Pelec'h hor graet konesans ge
pelec'h hor graet konesans
E Naoned er marc'had
tra la la la digatra
E Naoned er marc'had hor
boa choazet ur walenn

Miz Tu (Noviembre)
_________________________

An ed hag a dle deomp,
Da dad a ya da reiñ deomp,
Da dad a c'hallo
Keit 'ma pado.

An neb ne gar ket 'nomp
Bet graet ar bed dezhañ unan ;
Da dad a roio
Keit 'ma vo bev.

Petra 'zo, petra 'zo
Ba 'n ti fenozh?
Te 'c'hoarzo, forzh penaos,
Ka' bara 'vo,
Te 'c'hoarzho, te 'c'hoarzho
Ka' bara 'vo.

D'ar pennoù 'hus
Diskouezh an hent
Dao 'vo kompren
Henchoù doujus.

'Vo ket tu, 'vo ket tu diouzhtu
Met tu pe du,
Gwenn pe du,
'Vefe tu
Kavet un tu.

Tu riras, tu riras tant qu' tu riras,
Tu riras, tu riras tant que tu pourras.

Attitude, attitude,
Anxiété, inquiétude,
Attention frustration
Tout azimuth.

Tu vois que des voitures qu'on brûle,
T'entends qu'on hurle
Tu vois pas tout
Ce qui est injuste
Y en a tant, y en a tant.

Tout an dud,
Bevañ 'el tud.

'N tamm, tamm deomp, tamm de'
'N tamm, tamm de', tamm deomp.

Setu, setu
Trist eo Miz Tu